Krewella

Krewella a zo ur strollad sonerezh elektronek amerikan genedik eus Northbrook (Illinois), e bannlev Chicago, krouet e 2007. Un daouad eo e gwirionez, gant an div c'hoar Jahan Yousaf ha Yasmine Yousaf. Un triad e oa araok e yafe kuit an trede ezel, o froduer Kristopher "Rain Man" Trindl e 2014. Deuet e oa er-maez o extended play Play Hard, d'an 18 a viz Even 2012, war Beatport da gentañ, ha goude war iTunes d'ar 26 a viz Even. Dont a ra er-maez o albom kentañ Get Wet d'ar 24 a viz Gwengolo 2013 war iTunes. Tennañ a ra o doare sonerezh d'an house, d'an dubstep, d'an hardstyle, d'an tekno ha d'an drum and bass.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search